Sol de Mayo

Sol de Mayo ("Heol Mae"") eo anv an arouez a weler war bannieloù Arc'hantina hag Uruguay.

Arouez an doue-heol inka Inti eo, hag unan eus arouezioù broadel an div vro-se.

Ar gerioù de Mayo a ra dave d'ar pezh a anver Revolución de Mayo ("Dispac'h miz Mae"), a c'hoarvezas e-pad sizhun adalekan 18 d'ar 25 a viz Mae 1810, hag a voe deroù an argerzh didrevadenniñ a voe lakaet fin gantañ da stagidigezh Besrouantelezh Río de la Plata ouzh Spagn.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search